Logo BZH
BREIZH ODISEA

Hor 4 egorenn

Er pol mirdiouriezh

Er pol mirdiouriezh Breizh Odisea e vez lakaet war wel kement a ya d’ober sevenadur hag istor Breizh, re an amzer dremenet, an amzer a vremañ hag an amzer da zont, en-dro da 4 egorenn diskouezadegoù dre soubañ ha bannadurioù. Ur weladenn e kalon liesseurted Breizh, evit ober anaoudegezh gant he neuzioù lies hag an danvez a zo enni.

Istor Breizh

Ar pol mirdiouriezh war istor Breizh ha Ledenez Arvorig

Mojennoù Breizh

An hentad evit soubañ e-barzh an ijin breton

Breizh hiziv an deiz

Bed ar galluster

An diskouezadeg verrbad

Ul lec’h eztaol frank

Levr : Istor Meur Breizh

Levr : Istor Meur Breizh. Taolenniñ a ra al levr-mañ istor pinvidik met dianavezet-kaer Breizh adalek ar ragistor betek hiziv an deiz. Skeudennaouet-kaer ha savet evel un teulfilm e 5 rann ha 60 lajad hollbouezus eo bet embannet al levr-mañ gant Breizh Odisea.