Bed ar galluster

Breizh hiviz an deiz

E Bed ar galluster e Breizh Odisea ez eus gouestlet ur sal a-bezh da Vreizh hiziv an deiz, evit gwelet ar pezh a zo e dalc’h, digeriñ ar speredoù war meur a du hag anaout neuze bed ar galluster enni.

Ul lodenn gentañ zo diwar-benn an endro ha douaroniezh fizikel Breizh a vremañ. Kaoz zo enni eus ar glad naturel hag an dalc’hoù a sell ouzh an hin.

En eil lodenn e kinniger merkoù ar gevredigezh vreizhat hag he sevenadur dibar a-gozh. Ur sell war-zu an amzer-da-zont evit ar yezhoù, an arzoù neuziañ, sonerezh ha dañsoù Breizh, ma lakaer ar pouez war an deskadurezh hag an arzoù bevañ hiziv an deiz.

En drede lodenn ez eus kaoz eus an ekonomiezh e Breizh, dreist-holl an ekonomiezh liammet ouzh ar mor, an douar hag an neveziñ war dachenn an teknologiezhioù nevez. El lodenn-mañ e komzer eus dalc’hoù pouezus evel an emrenerezh energetek hag an ekonomiezh sokial ha kengred.

Triskell an amzer-da-zont

E-kreiz ar sal emañ « Triskell an amzer-da-zont ». E stumm un daolenn niverel e lakaer war wel an holl obererien eus Breizh a vez o sevel traoù nevez war dachenn an endro ha war an tachennoù sokial hag ekonomikel.