PERAK DONT

TRAOÙ DA VEVAÑ E BREIZH ODISEA

Traoù da vevañ e Breizh Odisea

E Breizh Odisea, ul lec’h ma kaver dafar da vat,
e c’haller bevañ ur bern traoù disheñvel hag a chall pljout d’an holl.

(Ad)ober anaoudegezh gant sevenadur Breizh

Breizh Odisea zo graet evit ar Vretoned, a orin pe a galon, evit an dud tik gant Breizh pe evit an dud kurius o deus c’hoant da ober anaoudegezh gant dibarderioù sevenadur Breizh, hec’h istor hag he diaweladoù.

Gant he c’hreizenn-displegañ, he lec’h-debriñ, he boutikl, hec’h abadennoù hag he lec’hienn Genrouedad e kinnig Breizh Odisea deoc’h ober ur weladenn a-hed an amzer evit ober pe adober anaoudegezh gant Breizh dec’h ha hiziv.

Gweladennit hor 4 egorenn

Gweladenniñ ur C’horn-bro dibar

Pedet eo an douristed hag ar vakañsourien da soubañ e Breizh. E Landevenneg, e Gourenez Kraozon, e Penn-ar-Bed, eo diazezet Breizh Odisea. E morlenn Brest, etre douar ha mor, etre Abati, manati beneadat ha bered-vor, eo gwriziennet ar raktres e-kreizig-kreiz ur c’hornad istorel hag arouezel ha diskouez a ra ur gwel meurdezus diouzh teñzorioù Breizh.

Ober anaoudegezh gant Landevenneg

Adkavout startijenn

E-kreizig-kreiz Park natur rannvroel Arvorig, e Gourenez Kraozon, Breizh Odisea zo staliet eus ar gwellañ en un endro gwarezet ma vez brav bevañ.

Tud tik gant an ekotouristerezh hag an touristerezh glas, deuit da dremen ur mare e-maez an amzer en un endro sioul ha gwirion.

Kenderc’hel gant e weladenn en trowardroioù

En em sevel ha Kenlodañ

Ul lec’h kejadennoù hag ul lec’h d’en em vodañ en-dro da dalvoudegezhioù boutin eo Breizh Odisea. Kinnig a ra ul lec’h gwriziennañ evit ar Vretoned nevez hag ar remziadoù nevez o deus c’hoant da gompren eus pelec’h emaint o tont hag o deus c’hoant da vevañ gant an dro-spered breizhek-se.

Evel ur merk e fell da Vreizh Odisea krouiñ liammoù, etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ, etre an dud, etre ar pezh a zo pezh zo bet lezet deomp gant hon tadoù kozh hag ar pezh a lezimp gant hor bugale.

Mont gant ar gumuniezh

En em ouestlañ

Pediñ a ra Breizh Odisea, ur gwir raktres kenlabour anezhi, an dud a-du ganti d’en em ouestlañ en avantur voutin-se. Saverien, kevelerien, kanadourien…. pep hini a c’hall dont da vezañ unan es tud diavaez ar raktres hag ober traoù en hor c’hichen evit kas ar gefridi-se a zo hon hini : talvoudekaat, kenlodañ ha treuzkas hêrezh Breizh evit sikour sevel Breizh warc’hoazh.

Sikour ar raktres