HOR C’HEVELERIEN

REIZHEGEZH HA KREDUSTED
HOR C’HEVELERIEN ANAVEZET

Istor ha Sevenadur Breizh (ISB)

Ur gevredigezh hep pal arc’hantus eo. Krouet eo bet e darempred gant skolaj sevenadurel Produet e Breizh.

Pal ar gevredigezh Istor ha Sevenadur Breizh eo kevrediñ an ekonomiezh, ar sevenadur, an istor hag an imbourc’herezh evit sikour diorren Breizh ; en ur gompren taolioù-kaer ha c’hwitadennoù an amzer-dremenet evit bodañ an nerzhioù hag ober traoù a-gevret evit mad an holl Vretoned

Skol Vreizh

Skol Vreizh, un embanner kevredigezhel abaoe ouzhpenn 80 vloaz, zo un ti-embann a zo e bal lakaat anavezout ha karout sevenadur Breizh en e holl zoareoù. Aozañ a ra prezegennoù, diskouezadegoù, stajoù brezhoneg hag embann a ra un un toullad mat a oberennoù e galleg hag e brezhoneg.

En e gatalog, ouzhpenn 350 levr ennañ, ez eus dornlevrioù istor, geriadurioù, hentennoù, oberennoù sevenadurel, levrioù evit ar vugale, hag oberennoù lennegel (romantoù, barzhonegoù, pezhioù-c’hoari, ha kement zo).

Evit gouzout hiroc’h

SIKOUR A REONT AC’HANOMP