Breizh Odisea – Landevenneg

Ul lec’h sevenadurel
nevez e Breizh

« Ankouaat e hendadoù zo kement ha bezañ ur stêr hep mammenn, ur wezenn hep gwrizioù. »

KRENNLAVAR BREIZH

Degemer mat
e Breizh Odisea

E Landevenneg, e Gourenez Kraozon, eo lec’hiet Breizh Odisea, m’emeur oc’h ober labourioù bremañ. E bal eo dont da vezañ ur gwir boent gwriziennañ, eskemmañ ha treuzkas evit Breizh dec’h hag hiziv.

Un taol-arnod dre soubidigezh

E 2023 e tigoro ar greizenn-displegañ liesdoare-se dorioù glad, sevenadur hag istor Breizh. Adalek mojennoù Breizh en ur dremen dre brantadoù bras Istor Breizh, betek bed an holl draoù a c’haller ober evit Breizh a vremañ, Breizh Odisea a ginnig deoc’h soubañ e-barzh !

Ur momed ha ne vo ket ankounac’haet ganeoc’h

Etre soubañ e sevenadur Breizh a-hed an oadvezhioù hag ur raktres desavadurel, deuit ‘ta da ober anaoudegezh gant 4 lec’h gweladenniñ dre soubidigezh, ur preti hag a sko war vorlenn Brest pe c’hoazh ur boutikl dibar… Prometiñ a ra Breizh Odisea lakaat an holl Vretoned a orin pe a galon, an dud tik ganti pe an dud kurius da vevañ un taol-arnod ha ne vo ket ankounac’haet ganto !

Grit anadoudegezh gant istor ha sevenadur breizh
dec’h, hiziv ha warc’hoazh !

Breizh a gont hec’h odisea deoc’h

Breizh, goveliet ha stummet gant ec’honded ar mor Atlantel
ha gant puilhded he glad hag hec’h Istor,
a gont hec’h Odisea deomp…

Ar mor

E dornaodoù, e zraezhennoù, e liv glas, e varradoù-avel hag e brantadoù sioulder bras.

An douar

E gontreoù glas, e goadeier, e vein, e venezioù, e aberioù, e stêrioù hag e vaeoù.

An oabl

E arlivioù pers-glas, e heol, e daolioù-arnev gant o nerzh, e stered hag e gredennoù.

He mojennoù

He gwengeloù, ma ren he roueed, he duged, he sent hag he harozed da virviken.

He diaraogerien eus ar mor atlantel

He saverien meurvein, he merdeidi hag hec’h ergerzherien, he martoloded hag he feizanted, hêred ha saverien hon douar.

Kemerit perzh en odisea digredus-se !

Gwriziennet-mat hag awenet gant hon istor, krouomp a-gevret Breizh warc’hoazh ha diskouezomp d’ar peurrest eus ar bed kened ha meurded hor glad, hon istor hag hor sevenadur.